Sarzhaύ is a laro deoc’h e vehe un druez ma nen dahec’h ket da weled kastell Sussinioù, get e dourioù hag e zouvesioù !
Saύ et e oe bet kastell Sussinioù e kreistez Sarzhaύ en ur lec’h dispar e-tal ar mor, tostig tra d’ur gaer a draezhenn hir. Hag a-hed an draezhenn eh eus tewenioù iwe. En Amzer Grenn e oe unan ag ar lec’hioù-bewin a blije ar muian d’an Duked ha d’an dud ai ae àr-un-dro gete ‘we. Gi a zae da Sussinioù ewid ebatal hag ewid moned da jiboessa er c’hoed bras a oe tro-dro d’ar c’hastell. An darn vrassan ag ar c’hastell zo bet sa ύ et er bleziadoù daou-zeg kant a pa oe Yann kentan an heni a oe é penn an traoù e Breizh.
Da c’houde, ar c’hastell a oe bet kren vaet ha newezet un toullad gwezhennoù. Hag e-kours an tregont vlez diwezhan e oe bet labourioù-newezin bras ennon . Er blez 95, toenn lojeriss ar c’huzh-heaol hag heni an Tour Newez a oe bet kempennet aketus get toennerion ampart – pan deo gwir e oent bet diskaret d’an amzer ma oe bet ràet lamm da Roue ar Fran s.
Kastell Sussinioù zo dibar gwir. A-barzh ho peus tro gweled pavezioù ai a d’ober leurioù ken kozh hag ar c’hantved 14. Gwe’rall e oe ar leurioù-se da vrawaad chapel kozh ar c’hastell – ar chapel nen deus ket mui anehi. Gwraet int a dammoù pri-poezh gwarezet mat feiz. Hag àrnezhe e weler ur bam a liwadurioù skeudennin hag eneb-. Ar furcherion traoù kozh a gave dehe ne oe ket ken kozh ur sort ar stumm d’ober ar pavezioù hag ur souezh e oe bet dehe a pand o devoe o c’havet. Aes eo gweled neuse ema aet ar pavezioù da wir binvidigezh ken a dalont un tamm gwel, pe daoù ha tri. Digor e vez ar c’hastell tro ‘r blez. Hag en han v, ouzhpenn deziadoù fest an Amzer Grenn e vez un toullad abadennoù hag a zegass kultur da vab-den ha didu àr-un-dro gete ‘we.
Da dapin titouroù ha/pe d’ober ur pren bilhetoù a-raog moned :
Kastell Sussinioù
Telefon : 02 97 41 91 91
Faks : 02 97 41 75 01
Anw ar webenn : www.suscinio.info